jeudi 3 septembre 2015

Selaou ouzh muzik Nolwenn Leroy evit bezañ yac'hoc'h ?


Hervez ur studi amerikanek e vefe muzik Nolwenn Leroy mat evit tud gozh, hag he muzik a vefe kalz gwelloc'h evit ar yec'hed eget muzik Mozart pe galz a vuzikoù galleg, amerikanek pe eus ar bed.

Nolwenn Leroy a zo ur ganerez c'halleg a zo bet ganet e Lokournan e Breizh e 1982. E miz Du 2002 e oa gounet Star Academy ganti. E 2011, war-lerc'h daou albom e publie he zrived albom "Bretonne" a zo un albom gant kanaouennoù e brezhoneg, galleg, saozneg hag e iwerzhoneg.
Ur pevarved albom a bublie e 2013 gant an anv "Ô Filles de l'Eau" (Ô Merc'hed an Dour) gant kanaouennoù e galleg, saozneg hag ur ganaouenn e brezhoneg.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire